Yehoshoua (beleg)

Yehoshoua er Promptuarii Iconum Insigniorum (war-dro 1553)

Yehoshoua mab Yehosadak (pe Yeshoua mab Yosadak) a oa eus levierien ar strollad kentañ a Yuzevien a zistroas eus Babilon e penn kentañ ren Koresh gant Zeroubavel (war-dro 536-522 KJK). Beleg-meur oa.

Skoazellet e voent gant an daou brofed Hagai ha Zec'haria. Deskrivañ a ra Zec'haria Zeroubavel ha Yehoshoua evel "an daou olevad en em zalc'h e-kichen Aotrou an douar a-bezh" (Ze 4, 11-14).

Kregiñ a reas ar gouarnour hag ar beleg-meur da adsevel an Templ. Ma kreder Zec'haria (Ze 6,11) e voe soñjet gant lod adsevel rouantelezh Yehouda pe gant ar priñs Zeroubavel pe gant Yehoshoua met hep ober berzh.

Lenn a reer diwar e benn e Levr Ezra, e Levr Hagai hag e Levr Zec'haria.


Developed by StudentB